Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 8:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Jozue a zevas Ai, hag a reas anezhi ur bern peurbadus a zistruj, a zo chomet betek hiziv.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 8:28
11 Referencias Cruzadas  

Ha ne'c'h eus ket desket em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo, hag abaoe an amzerioù koshañ em eus graet an diviz-se? Bremañ e lakaan an traoù-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hêrioù kreñv e bernioù dismantroù.


Diougan diwar-benn Damask. Setu, Damask a baouez da vezañ ur gêr, dont a ra da vezañ ur bern atredoù.


Eus ar gêr ec'h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreñvlec’h an diavaezidi n'eo ket ken ur gêr, ne vo biken adsavet.


Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma rin klevout ar griadenn a vrezel etrezek Rabba mibien Ammon. Dont a raio da vezañ ur bern distruj, he c'hêriadennoù a vo devet dre an tan, hag Israel a berc'henno ar re o devo e berc'hennet, eme an AOTROU.


Deuit a-enep dezhi a bep tu, digorit he solieroù, mac'hit anezhi evel bernioù, kasit anezhi da get, ra ne vano ken netra!


Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.


Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.


Dastum a ri e-kreiz al leurgêr hec'h holl ziwisk hag e tevi en tan ar gêr gant hec'h holl ziwisk dirak an AOTROU da Zoue. Ur yoc'h e vo da viken ha ne vo ken adsavet.


Ne chomo netra ez torn eus ar pezh a zo lakaet da verz, evit ma tistroio an AOTROU eus gwrez e gounnar, ma raio dit truez, m'en devo trugarez ouzhit ha ma lakaio ac'hanout da greskiñ, evel m'en deus touet da'z tadoù,


Jozue a savas ivez daouzek maen e-kreiz ar Jordan, el lec'h ma oa chomet treid an aberzhourien a zouge arc'h an emglev, hag emaint eno betek hiziv.


Neuze e krougas ouzh ur c'hoad roue Ai betek an noz. Da guzh-heol, Jozue a c'hourc'hemennas ma vije diskennet e gorf diouzh ar c'hoad, hag e voe taolet ouzh toull-dor kêr; hag e voe savet warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos