Ha kement-se a voe lavaret da Zavid, a gasas tud en arbenn dezho, rak mezhek-tre e oa an dud-se. Ar roue a lavaras dezho: Chomit e Jeriko ken na vo bountet ho parv, ha neuze e tistroiot.
Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.
Elia a lavaras dezhañ: Elizea, chom amañ mar plij, rak an AOTROU a gas ac'hanon da Jeriko. Met lavarout a reas: An AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! Ne zilezin ket ac'hanout. Evel-se e teujont da Jeriko.
Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.