15 Penn lu an AOTROU a lavaras da Jozue: Lam da votoù diwar da dreid, rak al lec'h emaout warnañ a zo santel. Jozue a reas evel-se.
Doue a lavaras: Na dosta ket amañ! Lam da votoù diwar da dreid, rak al lec'h emaout warnañ a zo un douar santel.
Jeriko a oa kloz, klozet e oa gant evezh abalamour da vibien Israel; den ne yae er-maez ha den ne yae e-barzh.
Ha klevet hon eus ar vouezh-se deuet eus an neñv pa oamp asambles gantañ war ar menez santel.