Lakaet en deus an AOTROU ar Jordan evit harz etre ni ha c'hwi, mibien Ruben ha mibien Gad, n'hoc'h eus lod ebet en AOTROU . Hag evel-se e paouezo hor mibien da zoujañ an AOTROU , en abeg d'ho mibien.
met evit ma vo un test etre hor rummadoù war hol lerc'h, evit ma c'hellimp servijañ an AOTROU dirazañ, gant hol loskaberzhoù, hon aberzhoù, hon aberzhoù a drugarekadennoù, evit na lavaro ket en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: N'hoc'h eus lod ebet en AOTROU .
Pell diouzhimp dispac'hañ a-enep an AOTROU pe en em zistreiñ hiziv diouzh lerc'h an AOTROU , en ur sevel un aoter evit loskaberzhoù, donezonoù pe aberzhoù, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue a zo dirak e dabernakl!