Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 22:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Lakaet en deus an AOTROU ar Jordan evit harz etre ni ha c'hwi, mibien Ruben ha mibien Gad, n'hoc'h eus lod ebet en AOTROU . Hag evel-se e paouezo hor mibien da zoujañ an AOTROU , en abeg d'ho mibien.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 22:25
13 Referencias Cruzadas  

Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!


Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.


Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ.


en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel.


Hag e respontis dezho o lavarout: Doue an neñvoù e-unan a raio deomp ober berzh! Ni, e servijerien, ni a savo hag a vañsono, met c'hwi n'hoc'h eus na lod, na gwir, na eñvor e Jeruzalem.


An AOTROU eo va hêrezh ha va lodenn. Te eo an hini a starta va lodenn.


N’eus evidout na perzh na lod e kement-mañ, rak da galon n’eo ket eeun dirak Doue.


met graet hon eus kement-se rak aon hon eus na lavarfe en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: Petra hoc'h eus d'ober gant an AOTROU Doue Israel?


Lavaret hon eus: Labouromp da sevel un aoter, ha ne vo ket evit loskaberzhoù nag evit aberzhoù,


met evit ma vo un test etre hor rummadoù war hol lerc'h, evit ma c'hellimp servijañ an AOTROU dirazañ, gant hol loskaberzhoù, hon aberzhoù, hon aberzhoù a drugarekadennoù, evit na lavaro ket en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: N'hoc'h eus lod ebet en AOTROU .


Ha bremañ, ra selaouo va aotrou roue komzoù e servijer. Mard eo an AOTROU a vount ac'hanout a-enep din, ra vo da zonezon plijus dezhañ, met mard eo an dud, ra vint milliget dirak an AOTROU , rak va c'haset o deus kuit hiziv, evit ma ne c'hellin ket bezañ staget ouzh hêrezh an AOTROU , en ur lavarout: Kae ha servij doueoù estren.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos