E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Va eeunder a roio testeni din en amzer da zont dirazout, pa zeui da anavezout va gopr. Kement na vo ket brizh pe varellet e-touez ar givri, ha du e-touez an oaned, a vo bet laeret ganin.
Pa c'houlenno ouzhit da vab un deiz: Petra eo kement-se? Lavarout a ri dezhañ: Gant e zorn kreñv an AOTROU en deus hon tennet eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh;
Pa c'houlenno da vab ouzhit en amzer da zont: Petra eo an testenioù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus gourc'hemennet deoc'h an AOTROU hon Doue?
Ma hon eus savet un aoter evit en em zistreiñ diouzh an AOTROU , ha mard eo evit kinnig warni loskaberzhoù ha donezonoù, pe evit profañ aberzhoù a drugarekadennoù, ra c'houlenno kont an AOTROU e-unan,
Lakaet en deus an AOTROU ar Jordan evit harz etre ni ha c'hwi, mibien Ruben ha mibien Gad, n'hoc'h eus lod ebet en AOTROU . Hag evel-se e paouezo hor mibien da zoujañ an AOTROU , en abeg d'ho mibien.