Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 22:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 met evit ma vo un test etre hor rummadoù war hol lerc'h, evit ma c'hellimp servijañ an AOTROU dirazañ, gant hol loskaberzhoù, hon aberzhoù, hon aberzhoù a drugarekadennoù, evit na lavaro ket en amzer da zont ho mibien d'hor mibien: N'hoc'h eus lod ebet en AOTROU .

Ver Capítulo Copiar




Jozue 22:27
14 Referencias Cruzadas  

Laban a lavaras: Ar bern-se a zo un testeni etrezon-me ha te hiziv. Setu perak e voe anvet Galeed,


Ar bern-se a zo test, ar peul-se a zo test, penaos ne dremenin ket ar bern-se etrezek ennout ha penaos ne dremeni ket ar bern hag ar peul-se etrezek ennon evit noazout an eil d'egile.


An AOTROU eo va hêrezh ha va lodenn. Te eo an hini a starta va lodenn.


En deiz-se e vo un aoter savet d'an AOTROU e-kreiz bro Ejipt, ha war hec'h harzoù ur maen-eñvor savet d'an AOTROU.


Neuze e vo ul lec'h dibabet gant an AOTROU ho Toue evit lakaat e anv da chom ennañ. Eno e tegasot kement a c'hourc'hemennan deoc'h, ho loskaberzhoù, hoc'h aberzhoù, ho teogoù, ar profoù savet eus ho taouarn, pep prof ho po dibabet evit seveniñ ur gouestl ho po graet d'an AOTROU.


Dont a rejont da rann-vro ar Jordan, a zo e bro Ganaan; mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a savas eno un aoter tost d'ar Jordan, un aoter a ziskouez bras.


Lavaret hon eus: Labouromp da sevel un aoter, ha ne vo ket evit loskaberzhoù nag evit aberzhoù,


Lavaret hon eus: Pa gomzint evel-se, deomp pe d'hor rummadoù war hol lerc'h, e lavarimp: Gwelit stumm aoter an AOTROU o deus graet hon tadoù, ha ne oa ket evit loskaberzhoù nag evit aberzhoù, met evit ma vefe un test etre ni ha c'hwi.


Mibien Ruben ha mibien Gad a c'halvas an aoter Ed, rak test eo, emañ an AOTROU Doue etrezomp.


Jozue a lavaras d'ar bobl: Setu, ar maen-mañ a vo un testeni a-enep deomp, rak klevet en deus an holl c'herioù en deus lavaret an AOTROU deomp, hag e vo un testeni a-enep deoc'h, evit na zinac'hot ket ho Toue.


Ha Samuel a gemeras ur maen, a lakaas etre Mizpa ha Shen, hag en anvas Eben-Ezer, hag e lavaras: An AOTROU en deus hor sikouret betek amañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos