ma vo ar vro sujet dirak an AOTROU, ma tistroit goude-se, neuze e viot didamall e-keñver an AOTROU hag e-keñver Israel, hag ar vro-se a vo deoc'h, evel ho talc'h dirak an AOTROU.
An nemorant eus Galaad ha Basan a-bezh, rouantelezh Og, am eus roet da hanter-veuriad Manase, holl rannvro Argob gant Basan a-bezh, a c'halved bro ar Refaim.
Moizez en doa roet da un hanter eus meuriad Manase ul lodenn e Basan, ha Jozue a roas d'an hanter all ul lodenn gant o breudeur en tu-mañ d'ar Jordan, er c'huzh-heol. Pa gasas Jozue anezho d'o zeltennoù, e vennigas anezho,