28 Hennezh e voe hêrezh mibien Gad hervez o ziegezhioù, ar c'hêrioù-se hag o c'hêriadennoù.
Hag e voent o chom e Galaad, e Basan hag er c'hêriadennoù tro-dro, hag e douaroù en-dro da Saron, betek o harzoù.
hag en draonienn, Bet-Haram, Bet-Nimra, Sukkod, Zafon, nemorant rouantelezh Sihon roue Hesbon, ar Jordan a oa an harz betek penn Mor Kinnered en tu all d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.
Moizez a roas ul lodenn da hanter-veuriad Manase, da hanter-skourr mibien Manase, hervez o ziegezhioù.