Na gendalc'hit ket da zegas donezonoù aner, euzh am eus ouzh an ezañs. Diwar-benn ho loarioù nevez, ho sabadoù, hoc'h engalvadegoù, ne c'hellan ket gouzañv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoù meur.
D'ar pempvet bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, d'an navet miz, e voe embannet ur yun dirak an AOTROU, evit holl bobl Jeruzalem hag evit an holl bobl a zeue eus kêrioù Juda da Jeruzalem.