Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Klevet e vo garmadeg ar vêsaerien ha youc'hadeg renerien an tropell, rak e wast an AOTROU o feurvanoù.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:36
6 Referencias Cruzadas  

ra vo klevet eus o ziez garmadegoù, pa ri a-daol-trumm da vagadoù dont warno, rak toullet o deus ur poull evit tapout ac'hanon, ha stegnet o deus pechoù dindan va zreid.


Youc'hit, mêsaerien, ha garmit! Torimellit, renerien an tropell! Rak deuet eo an deizioù ma viot lazhet, hag ez an d'ho stlabezañ, hag e kouezhot evel ul lestr prizius.


Hag ar vêsaerien n'o devo lec'h ebet da dec'hout, na renerien an tropell da vont kuit.


Al lochennoù sioul a zo distrujet, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.


Setu perak en em c'hourizit a seier, hirvoudit ha huanadit, rak kounnar entanet an AOTROU n'eo ket distroet diwarnomp.


Klevet eo ar vêsaerien o huanadiñ, rak distrujet eo o c'haerder; klevet eo al leonedigoù o yudal, rak distrujet eo lorc'h ar Jordan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos