Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Al lochennoù sioul a zo distrujet, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:37
10 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a ren. Ra drido an douar gant levenez, ra laouenaio an inizi niverus!


Ar palez a vo dilezet, ar gêr drouzus a vo dilaosket, ar grec'hienn hag an tour a vo evel kevioù da viken, an ezen gouez a c'hoario enno, an tropelloù a beuro enno,


Rak setu ma teuio an AOTROU en un tan, e girri a vo evel ur barr-avel, evit treiñ e imor e fulor hag e c'hourdrouz e flammoù tan.


Mêsaerien e-leizh o deus gwasted va gwinienn, mac'het o deus va lodenn gant o zreid, lakaet o deus va lodenn gaer da vezañ ur gouelec'h glac'haret.


Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.


Sav da zaoulagad ha gwel ar re a zeu eus an hanternoz. Pelec'h emañ an tropell a zo bet roet dit, an deñved a rae da c'hloar?


Klevet e vo garmadeg ar vêsaerien ha youc'hadeg renerien an tropell, rak e wast an AOTROU o feurvanoù.


Lonkañ a raio da eost ha da vara, lonkañ a raio da vibien ha da verc'hed, lonkañ a raio da zeñved ha da ejened, lonkañ a raio da winienn ha da wezenn-fiez, distrujañ a raio gant ar c'hleze da gêrioù kreñv ma fizies enno.


rak hon Doue a zo ivez un tan loskus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos