Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 48:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Disklêriet em eus abaoe pell 'zo an traoù kentañ, deuet int eus va genoù, o embannet em eus, souden em eus graet anezho, hag ez int c'hoarvezet.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 48:3
16 Referencias Cruzadas  

Maread da enebourien a vo evel poultrenn vunut, maread an dud c'halloudek evel plouz o nijal, hag e c'hoarvezo a-daol-trumm.


en abeg da-se e vo evidoc'h an drougiezh-mañ evel freuz ur voger uhel o kinnig kouezhañ en ur faoutañ, hag en em vruzun a-daol-trumm.


Dre ma'z out fuloret a-enep din, dre m'eo pignet da rogoni da'm divskouarn, lakaat a rin va c'hroched ez fronell ha va gweskenn ez muzelloù, hag e lakain ac'hanout da zistreiñ gant an hent ez out deuet gantañ.


Setu ez an da lakaat ennañ ur spered e doare ma tistroio d'e vro o vezañ klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhañ da gouezhañ dre ar c'hleze en e vro.


Ra ziskouezint anezho, ra zisklêrint deomp ar pezh a dle c'hoarvezout, ra zisklêrint petra 'zo deuet da vezañ an traoù kentañ, evit ma taolimp evezh outo ha ma'c'h anavezimp o diwezh; lakait ac'hanomp da glevout an traoù da zont,


Me eo an hini kentañ o lavarout da Sion: Setu int-i amañ! Setu int-i amañ! Hag e roin da Jeruzalem ur c'hannad a geloù mat.


Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.


Ra vo dastumet an holl vroadoù a-gevret, ra vo bodet ar pobloù. Piv en o zouez en deus disklêriet kement-se? Piv en deus lakaet da glevout an traoù tremenet? Ra zegasint o zestoù, ra en em reishaint, ra vint klevet, ra vo lavaret: Ar wirionez eo!


Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.


Ne c'hwitas komz ebet an holl gomzoù mat lavaret gant an AOTROU da di Israel, kement tra a voe peurc'hraet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos