Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 48:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Rak kemer a reont anv ar gêr santel, hag en em harpont war Doue Israel, a zo e anv: AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 48:2
25 Referencias Cruzadas  

Pennoù ar bobl a rejont o diazez e Jeruzalem, met nemorant ar bobl a dennas d'ar sord evit ma vefe un dekvedenn o chom e Jeruzalem, ar gêr santel, hag an nav dekvedenn all er c'hêrioù all.


an holl Levited er gêr santel a oa daou c'hant pevar he pevar-ugent.


Kanaouenn; salm mibien Kora.


Traoù glorius a zo disklêriet warnout, o kêr Doue!  Ehan


En deiz-se an nemorant eus Israel hag ar re a zo en em dennet eus ti Jakob ne gendalc'hint ket ken d'en em harpañ war an hini a skoe warno, met en em harpañ a raint gant fealded war an AOTROU, ar Sant eus Israel.


Hon Dasprener a zo anvet AOTROU an armeoù, Sant Israel.


Ankounac'haet ec'h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujañ. Ha pelec'h eta emañ fulor ar gwasker?


Me eo an AOTROU da Zoue, a sko ar mor hag e krog e wagennoù da yudal. AOTROU an armeoù eo e anv.


Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.


Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv.


Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoù, evit ma pellaio diouzhimp.


setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude e adsavidigezh a varv ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz.


Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ,


Setu, te a zo anvet Yuzev, en em harp war al lezenn, a denn gloar eus Doue,


Lez ar porzh a zo a-ziavaez an templ ha na vuzul ket anezhañ, rak roet eo bet d’ar broadoù. Int a vac’ho gant o zreid ar gêr santel e-pad daou viz ha daou-ugent.


Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.


Mar lamm unan bennak gerioù eus levr an diougan-mañ, Doue a lammo e lod eus al levr a vuhez hag eus ar gêr santel, hag eus an traoù a zo skrivet el levr-mañ.


Mika a lavaras: Bremañ ec'h ouzon e raio an AOTROU vad din, pa em eus al Leviad-mañ da aberzhour.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos