Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 An dud a zo izelaet hag ar re vras a zo diskaret, met ne bardoni ket dezho.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 2:9
16 Referencias Cruzadas  

Na c'holo ket o direizhder, ha ra ne vo ket o fec'hed lamet dirazout, rak dismegañset o deus ar vañsonerien.


Selaouit kement-mañ, c'hwi holl bobloù, roit ho tivskouarn, c'hwi holl dud ar bed,


Hep ma vefe fallentez ennon, e redont hag en em gempennont. Dihun da zont da'm sikour ha sell.


Pobloù, fiziit ennañ e pep amzer, digorit ho kalonoù dirazañ. Doue eo hor repu.  Ehan


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


An dud a vo digalonekaet, ar re vras a vo izelaet, daoulagad ar re lorc'hus a vo pleget.


AOTROU an armeoù a vo savet dre ar varnedigezh, an Doue santel a vo santelaet dre ar reizhder.


Aet out da gichen ar roue gant eoul, kresket ec'h eus da c'hwezhioù-mat, kaset ec'h eus da gannaded pell, hag ez out diskennet betek lec'h ar marv.


Ha te, AOTROU, te a anavez o holl guzulioù em enep evit va lakaat d'ar marv. Na c'holo ket o drougiezh ha na ziverk ket o fec'hed a-zirak da zremm, ra vint diskaret dirazout, gra en o enep en amzer da gounnar.


met piv bennak en devo gwallgomzet a-enep ar Spered-Santel n’en devo biken a bardon, met dalc’het e vo dindan ur varn peurbadus.


peogwir o deus holl pec’het, ha ma tioueront gloar Doue,


Ra ne dapo den ar priz diganeoc’h dre un izelegezh a-ziavaez ha dre lid an aeled, o kemer preder eus traoù n’en deus ket gwelet, o vezañ c’hwezet a ourgouilh hep poell gant e skiant kigel,


An traoù-se o deus e gwirionez un diavaez a furnez, o tiskouez evel ul lid a volontez vat, izelegezh ha garventez e-keñver ar c’horf, met a zo didalvoud a-enep ar pezh a c’hell plijout d’ar c’hig.


Jozue a lavaras d'ar bobl: Ne c'hellot ket servijañ an AOTROU , rak un Doue santel eo, un Doue gwarizius eo, ne bardono ket ho torridigezhioù hag ho pec'hedoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos