Dre ar profed Jehu mab Hanani, komz an AOTROU a voe disklêriet a-enep Baesha hag a-enep e di, en abeg d'an holl zroug en doa graet dirak daoulagad an AOTROU, o kounnariñ anezhañ dre oberoù e zaouarn hag o tont heñvel ouzh ti Jeroboam, hag ivez dre m'en doa e zistrujet.
O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.
Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, evel m'en doa graet Ozia e dad, nemet ned eas ket e templ an AOTROU. Koulskoude ar bobl a rae fall c'hoazh.
Hag e tisklêrin va barnedigezhioù a-enep dezho, en abeg d'o holl zrougiezh, dre m'o deus va dilezet, hag o deus kinniget ezañs da zoueoù all, hag o deus stouet dirak oberennoù o daouarn.
Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.
Ha bremañ e kendalc'hont da bec'hiñ, gant o arc'hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoù ar re a aberzh!
Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n’o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc’hant, arem, maen ha koad, na c’hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.