Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 17:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ne vo kreñvlec'h ebet ken en Efraim, ha rouantelezh ebet en Damask hag e nemorant eus Siria. Bez' e vint evel gloar mibien Israel, eme AOTROU an armeoù.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 17:3
27 Referencias Cruzadas  

Roue Asiria a selaouas outañ. Pignat a reas a-enep Damask, hag e tapas anezhi, hag e harluas he fobl betek Kir, hag e lakaas Rezin d'ar marv.


En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.


Ha n'eo ket eus Kalno evel eus Karkemish? Ha n'eo ket eus Hamad evel eus Arpad? Ha n'eo ket eus Samaria evel eus Damask?


Ha bremañ e komz an AOTROU o lavarout: A-benn tri bloaz, evel bloavezhioù ur goprad, gloar Moab a vo diskaret gant hec'h holl vareadoù, hag an nemorant a vo ken bihan, ken dinerzh.


En deiz-se gloar Jakob a vo bihanaet, ha lard e gig a droio e treudoni.


Eus ar gêr ec'h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreñvlec’h an diavaezidi n'eo ket ken ur gêr, ne vo biken adsavet.


Met a-raok ma ouio ar bugel disteurel an droug ha dibab ar mad, ar vro a gasaez a vo dilezet gant he daou roue.


Rak kêrbenn ar Siria eo Damask, penn Damask eo Rezin. A-benn pemp bloaz ha tri-ugent, Efraim a vo lakaet a-dammoù ha ne vo ken ur bobl.


Rak a-raok ma ouio ar bugel gervel: Va zad! Va mamm! e vo lamet a-zirak roue Asiria pinvidigezhioù Damask ha preizh Samaria.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Galv e anv Jizreel, rak bremaik e kastizin ti Jehu evit gwad Jizreel skuilhet, hag e lakain da baouez rouantelezh ti Israel.


Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur verc'h. An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Rukama, rak ne zalc'hin ken da gaout truez ouzh ti Israel, met o lemel a rin holl.


Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.


Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.


Israel a zo lonket. Emaint bremañ e-touez ar broadoù, evel ul lestr na ro plijadur ebet.


Gloar Efraim a nijo evel ul labous, adal ar c'hanedigezh, adal ar c'hof, adal ar grouañs.


Ar re a dou dre bec'hed Samaria hag a lavar: Ra vevo da zoue Dan! Ra vevo hent Beer-Sheba! a gouezho ha n'adsavint ken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos