Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 17:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 En deiz-se gloar Jakob a vo bihanaet, ha lard e gig a droio e treudoni.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 17:4
15 Referencias Cruzadas  

Ha setu, seizh buoc'h all fall da welout ha treut a bignas eus ar stêr en o goude, hag en em zalc'hjont e-kichen ar re all war vord ar stêr.


Salmanazar roue Asiria a bignas a-enep dezhañ, hag Ozea a voe e sujed, hag e kase un truaj dezhañ.


En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.


Setu perak an Aotrou, AOTROU an armeoù, a gaso an distruj war e dud kreñv, ha dindan e veurded e vo enaouet ur flammad, evel flammad un tan.


Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar?


Ar re n'o devo ket pleget e-touez ar brizonidi, a gouezho e-touez ar re varv. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.


Ne vo kreñvlec'h ebet ken en Efraim, ha rouantelezh ebet en Damask hag e nemorant eus Siria. Bez' e vint evel gloar mibien Israel, eme AOTROU an armeoù.


Evel-se eo e-kreiz an douar, e-touez ar pobloù, evel pa vez hejet ar wezenn-olivez, hag evel pa vez raspaet goude ar vendem.


Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioù-ganas, ar c'hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!


Ar bobl a-bezh en devo anaoudegezh a gement-se, Efraim ha tud Samaria, ar re a lavar gant lorc'h ha rogentez en o c'halon:


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e varnin-me va-unan etre an oan lart hag an oan treut.


Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoù al leon div c'har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur ballenn eus Damask.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos