Rak ar gêr greñv a vo glac'haret, ar chomlec'h a vo dilezet, dilezet evel ur gouelec'h, eno e teuio al leue da beuriñ, eno e c'hourvezo, hag e tebro ar brankoù a vo ennañ.
Adalek Aroer war ribl froud Arnon hag ar gêr a zo e-kichen ar froud betek Galaad, ne voe kêr ebet re greñv evidomp. An AOTROU hon Doue a roas holl deomp.
En amzer-se hon eus kemeret dalc'h eus ar vro-se. Roet em eus d'ar Rubeniz ha d'ar C'hadiz an douaroù adalek Aroer, a zo war froud Arnon, hag an hanter eus menez Galaad gant e gêrioù.