Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 8:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Na hast ket mont kuit a-zirak e zremm, ha na gendalc'h ket en un dra fall, rak ober a ra ar pezh a blij dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 8:3
13 Referencias Cruzadas  

Jakob a respontas da Faraon: Deizioù bloavezhioù va firc'hirinadenn a zo kant ha tregont vloaz. Deizioù bloavezhioù va buhez a zo bet berr ha fall, n'o deus ket tizhet deizioù bloavezhioù buhez va zadoù en amzer o firc'hirinadennoù.


An hini a zo gorrek da gounnariñ en deus kalz a veiz, met an hini a zo buan da fuloriñ a ziskouez e follentez.


Va mab, douj an AOTROU hag ar roue, ha na vez ket keneil an dud kemm-digemm,


al loen gourizet e zivgroazell, ar bouc'h, ar roue na c'hell den herzel outañ.


Mar sav ez enep spered an hini a ren, na guita ket da lec'h, rak an douster a ziwall diouzh pec'hedoù bras.


Rak gouzout a raen e oas kaledet, e oa da c'houzoug ur sparl-houarn, ha da dal un tamm-arem,


Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?


En abeg d'ar veurdez en doa roet dezhañ, an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a grene dirazañ hag a zouje anezhañ. Lakaat a rae d'ar marv ar re a felle dezhañ, hag e leze ar vuhez gant ar re a felle dezhañ. Uhelaat a rae ar re a felle dezhañ, hag ec'h izelae ar re a felle dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos