2 Me a lavar: Mir gourc'hemenn ar roue, ha kement-se abalamour d'al le graet da Zoue.
Ar roue a espernas Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, en abeg d'al le o doa graet etrezo dirak an AOTROU, David ha Jonatan mab Saül.
Perak eta ne'c'h eus ket miret le an AOTROU hag ar gourc'hemenn am boa roet dit?
An holl bennoù, hag an dud kadarn, hag holl vibien ar roue David zoken a asantas da blegañ d'ar roue Salomon.
le an AOTROU a zeuio etre an daou, evit anavezout n'en deus ket lakaet e zorn war mad e nesañ. Perc'henn al loen a gemero al le, hag egile ne zaskoro ket.
Va mab, douj an AOTROU hag ar roue, ha na vez ket keneil an dud kemm-digemm,
Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat,
Ar bobl a yeas eta er goadeg, hag e weljont ar mel a zevere, met den ne gasas e zorn d'e c'henoù, rak ar bobl a zouje d'al le.