Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 8:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Piv a zo evel an den fur? Piv a anavez penaos eo an traoù? Furnez an den a ra lugerniñ e zremm, ha garvder e zoare a vo kemmet.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 8:1
27 Referencias Cruzadas  

Lavarout a rejont: Un huñvre hon eus bet ha n'eus den d'he displegañ. Jozef a lavaras: An displegadennoù, ha n'int ket da Zoue? Kontit din, me ho ped.


Mar ez eus evitañ un ael hanterour, unan a-douez mil, evit reiñ da anavezout d'an den-se ar pezh a zo ret ober,


Mibien Israel a wele penaos dremm Moizez, kroc'hen dremm Moizez, a lugerne. Ha Moizez a adlakae ar ouel war e zremm betek ma'z ae evit komz gant an AOTROU .


evit kompren ar c'hrennlavarioù hag o zalvoudegezhioù, komzoù ar re fur hag o c'hevrinoù don.


An den a vo meulet hervez e boell, met an hini a zo tuet fall a galon a vo disprizet.


Emañ ar furnez dirak an den poellek, met daoulagad an hini diboell a ya da benn an douar.


An den drouk a ziskouez lorc'h war e zremm, met an den reizh a starta e hent.


An den fur a zo kreñv, hag an den a gar anaoudegezh a gresk e galloud.


Eñ eo a ziskuilh an traoù don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deñvalijenn. Emañ ar sklêrijenn o chom gantañ.


Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.


Hag e voe treuzneuziet dirazo. E zremm a lugernas evel an heol hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar gouloù.


O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.


Ha bremañ, Aotrou, sell ouzh o gourdrouzoù ha ro da’z servijerien ar galloud da zisklêriañ da c’her gant ur wir hardizhegezh,


Evel m’o doa ar re holl a oa azezet er sanedrin o daoulagad dalc’het warnañ, e zremm en em ziskouezas dezho heñvel ouzh hini un ael.


Ret eo eta plegañ, nann hepken abalamour d’ar c’hastiz, met ivez abalamour d’ar goustiañs.


hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel


ur bobl garv o dremmoù, na ziskouezo na doujañs e-keñver an hini kozh na truez e-keñver ar bugel,


Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.


Gouezit da gentañ kement-mañ: profediezh ebet eus ar Skritur ne zeu eus santad an den e-unan,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos