Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 5:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ur gounid evit ur vro koulskoude eo ur roue enoret gant ar vro.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 5:9
15 Referencias Cruzadas  

Diwar-benn an neñvoù, an neñvoù a zo d'an AOTROU, met roet en deus an douar da vibien an dud.


Kalz a zo da zebriñ er park labouret gant ar paour, met tud 'zo hag a ya da goll dre vank a varnedigezh.


An hini a labour e zouar en devo e walc'h a vara, met an hini a heuilh ar re zidalvez en devo e walc'h a baourentez.


Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.


An hini a gar an arc'hant n'en deus ket e walc'h a arc'hant, hag an hini a gar pinvidigezhioù ne ra ket e vad anezho. Kement-se ivez a zo avel.


Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.


Holl labour an den a zo evit e c'henoù, ha koulskoude e c'hoant n'en deus biken e walc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos