Da ziwezhañ, eus kement o deus c'hoantaet va daoulagad ne'm eus nac'het netra; ne'm eus dalc'het levenez ebet ouzh va c'halon, rak va c'halon a zo bet laouen gant va holl labour, ar pezh a zo bet va lodenn eus va holl labour.
Ha prederiet em eus war an holl oberennoù o deus graet va daouarn, hag al labour e oan en em roet dezhañ evit o c'has da benn; ha setu pep tra a zo avel ha poan spered, ha n'eus gounid ebet dindan an heol.
Reiñ a ra furnez, anaoudegezh ha levenez d'an den a blij dezhañ. Met d'ar pec'her e ro ar garg da dapout ha da zastum evit reiñ d'an hini a zo kavet mat gant Doue. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Rak planedenn mibien an dud a zo ivez planedenn al loened, an hevelep planedenn o deus o-daou. Evel ma varv an eil evel-se e varv egile, an hevelep c'hwezh o deus o-daou, ha d'un den n'eus gounid ebet war ul loen. Rak pep tra a zo avel.
Ne oa ket a ziwezh d'an holl bobl, d'an holl re ma oa e penn anezho. Koulskoude ar re a zeuio da c'houde ne vint ket laouen diwar e benn. A-dra-sur kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Un den a zo e-unan, hep eiler, n'en deus na mab na breur, ha koulskoude n'eus ket a diwezh d'e holl labour; e zaoulagad zoken n'o deus biken o gwalc'h a binvidigezh. Ne lavar ket: Evit piv e labouran hag e laman eurvad digant va ene? Kement-se ivez a zo avel ha labour poanius.
Na zastumit ket deoc’h teñzorioù war an douar, e-lec’h ma’z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec’h ma toull al laeron ha ma skrapont,
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Rak karantez an arc’hant eo gwrizienn an holl drougoù. Hiniennoù o vezañ dalc’het ganti, a zo en em zistroet diouzh ar feiz hag en em daolet o-unan er brasañ poanioù.