Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ar Prezeger 5:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 5:8
60 Referencias Cruzadas  

Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar.


Eñ eo a ro surentez dezho, hag en em harpont war gement-se. Koulskoude e zaoulagad a zo war o hentoù.


ar re a lavar: Gant hon teodoù e trec'himp, hor muzelloù a zo deomp, piv a vo hor mestr?


Hastañ a rin tec'hout kuit, pell eus an avel taer, pell eus ar barr-amzer.


Salm Azaf. Doue en em zalc’h e bodadeg Doue. Barn a ra e-kreiz an doueoù.


Ra vint mezhus, ra vint spontet da viken, ra vint rentet pinous ha ma'z aint da get!


rak an AOTROU a zo un Doue bras, ur roue bras dreist an holl zoueoù.


An hini a ra gaou d'ar paour evit en em binvidikaat, a ro d'ar pinvidig, evit kouezhañ en dienez.


Mar lavarez: Setu, n'hon eus ket anavezet, ha ne glevo ket an hini a bouez ar c'halonoù? Ha ne ouezo ket an hini a ziwall da ene? Ha ne roio ket en-dro da bep hini hervez e oberennoù?


Me a gar ar re am c'har, hag ar re am c'hlask am c'hav.


Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar varn, hag ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar reizhder.


Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioù a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroù, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.


Ur gounid evit ur vro koulskoude eo ur roue enoret gant ar vro.


Ar gwaskerezh a ra diboellañ an den fur, hag an donezon a vrein ar galon.


Gwelet em eus an holl draoù-se, ha lakaet em eus va c'halon da bep labour en em ra dindan an heol. Bez' ez eus un amzer ma ren an den war an den evit e walleur.


Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.


Pe dre wir e vac'hit va fobl hag e frikit dremm ar beorien? eme an Aotrou, AOTROU an armeoù.


Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.


Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


E dad en deus gwasket, en deus graet laeroñsi e-keñver e vreur, en deus graet ar pezh n'eo ket mat e-touez e bobl, setu, eñ eo a varvo en abeg d'e zireizhder.


Rak gouzout a ran ho torfedoù niverus hag ho pec'hedoù bras. Gwaskañ a rit an den reizh, hag e tegemerit profoù, hag e torrit ouzh an nor gwir ar beorien.


Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?


Kas a rit kuit gwragez va fobl eus o ziez karet. Lemel a rit evit biken va gloar diwar-c'horre o bugale.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar bez kement-se diaes ouzh daoulagad nemorant ar bobl-mañ en deizioù-se, hag ouzh va daoulagad e vo diaes? eme AOTROU an armeoù


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


Hemañ a vo bras hag a vo galvet Mab an Uhel-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad.


An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.


Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhel-Meurbet, rak e kerzhi dirak dremm an Aotrou evit kempenn e hentoù,


Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n’en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved.


O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù!


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Re garet-mat, ne vezit ket souezhet ma ez eus ur fornez en ho touez evit hoc’h amprouiñ, evel ma c’hoarvezfe ganeoc’h un dra iskis bennak.


Breudeur, na vezit ket souezhet e kasafe ar bed ac’hanoc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios