hag ul lizher evit Azaf, gward koadeg ar roue, evit ma roio din koad evit frammoù dorojoù ar c'hreñvlec'h stag ouzh ti Doue, evit mogerioù kêr, hag evit an ti e-lec'h ma'z in. Hag ar roue a roas din kement-se, rak dorn mat va Doue a oa warnon.
Sav, avel-sterenn, ha deus, avel-greisteiz! C'hwezhit war va liorzh evit ma vo laosket e c'hwezh-vat! Ra zeuio va muiañ-karet en e liorzh, ha ra zebro e frouezh e-touez ar re wellañ.
Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!
Adalek m'o gwelas Sedesia roue Juda hag an holl dud a vrezel, e tec'hjont hag ez ejont er-maez eus kêr, da noz, dre hent liorzh ar roue, dre an nor etre an div voger. Mont a rejont etrezek ar blaenenn.