Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Graet em eus labourioù bras, savet em eus din tiez, plantet em eus din gwiniegi,

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 2:4
17 Referencias Cruzadas  

Lavarout a rejont: Deuomp, savomp deomp ur gêr hag un tour a vo e benn en neñvoù, ha brudomp hon anv gant aon na vefemp stlabezet war-c'horre an douar holl.


Absalom en doa graet sevel, pa oa bev, ur peul, a zo e traonienn ar roue, rak lavarout a rae: Ne'm eus mab ebet evit kenderc'hel an eñvor eus va anv, hag ec'h anvas ar peul-se dre e anv, ha betek hiziv e vez anvet maen-eñvor Absalom.


Bez' ez eus un emglev etre te ha me, evel etre va zad ha da hini. Setu e kasan dit ur prof arc'hant hag aour, kae, torr da emglev gant Baesha roue Israel, evit ma pellaio diouzhin.


Pa echuas Salomon sevel ti an AOTROU ha ti ar roue, ha kement tra en doa Salomon c'hoant d'ober hag a blije dezhañ,


Shimei eus Rama war ar gwini; Zabdi eus Shefam war broduerezh ar gwini evit an tiez-dastum a win;


Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar.


Salomon a lakaas da bignat merc'h Faraon eus kêr David d'an ti en doa savet eviti, rak lavarout a reas: Va gwreg ne vo ket o chom e ti David roue Israel, rak al lec'hioù ma'z eo aet ennañ arc'h an AOTROU a zo santel.


Rak e weler e varv ar re fur. Ar genaoueg hag an diskiant a varv ivez, hag a lez o madoù da re all.


Va muiañ-karet a zo din ur blokad lugustr e gwini En-Gedi.


Savomp beure mat da vont d'ar gwini, gwelomp hag-eñ e vount ar winienn, hag-eñ e vleuñv ar blokadoù hag e vleugn ar greunavalenned. Eno e roin dit va c'harantezioù.


Kanañ a rin evit va c'haret-mat kanaouenn va muiañ-karet war e winieg. Va c'haret-mat en doa ur winieg war ur grec'hienn druz.


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos