Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Divizet em eus em c'halon da reiñ va c'hig d'ar gwin, e-pad ma en em reno va c'halon gant furnez, ha d'en em stagañ ouzh ar follentez, betek ma welin ar pezh a zo mat da vibien an dud d'ober dindan an neñvoù e-pad deizioù o buhez.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 2:3
22 Referencias Cruzadas  

Jakob a respontas da Faraon: Deizioù bloavezhioù va firc'hirinadenn a zo kant ha tregont vloaz. Deizioù bloavezhioù va buhez a zo bet berr ha fall, n'o deus ket tizhet deizioù bloavezhioù buhez va zadoù en amzer o firc'hirinadennoù.


Mar marv un den, daoust hag ec'h advevo? E-pad holl zeizioù va stourm e c'hortozin, ken na zeufe va c'hemmadenn.


hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.


Ar gwin a zo goapaer hag ar boeson a zo diboell, ha piv bennak a gemer re anezho n'eo ket fur.


Lakaet em eus va c'halon da anavezout ar furnez, ha da anavezout ar sotoni hag ar follentez; met intentet em eus eo kement-se ivez ur boan spered.


Ober a reer predoù evit laouenaat, ar gwin a ro plijadur d'ar vuhez, met an arc'hant a respont da bep tra.


Selaouomp kentel an holl brezegenn-mañ: Douj Doue ha mir e c'hourc'hemennoù, rak setu aze holl zlead an den.


Ha ne vije netra gwelloc'h evit un den eget debriñ hag evañ, ha lakaat e ene da vezañ laouen e-kreiz e labour? Gwelet em eus ivez e teue kement-se eus dorn Doue.


Setu ar pezh am eus gwelet: un dra vat ha dudius eo evit an den debriñ, evañ ha bezañ laouen, e-kreiz e holl labour en deus graet dindan an heol, e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ, ar pezh a zo e lodenn.


Rak piv a oar ar pezh a zo mat evit an den en e vuhez, e-pad deizioù e vuhez a avel emañ o tremen evel ur skeud? Ha piv a c'hell lavarout d'un den ar pezh a vo war e lerc'h dindan an heol?


Mat eo derc'hel soñj eus kement-mañ ha chom hep tennañ e zorn diouzh kement-se, rak an neb a zouj Doue a ya kuit eus pep tra.


Lakaet em eus va c'halon da anavezout, da furchal ha da glask ar furnez hag an abegoù a bep tra, ha da anavezout drougiezh ar follentez ha diskiantegezh ar sotoni.


Setu perak em eus meulet al levenez, dre ma n'eus netra gwelloc'h evit an den dindan an heol, evel debriñ, evañ ha laouenaat. Kement-se eo ar pezh a vano gantañ eus e labour e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ dindan an heol.


Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.


N’en em vezvit ket gant gwin a gundu d’an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,


Met ar winienn a lavaras dezho: Hag e tilezfen va gwin mat, a laouena Doue hag an dud, evit mont da fiñval a-us d'ar gwez?


Abigail a zistroas da gavout Nabal, ha setu e rae ur fest en e di, evel fest ur roue. Kalon Nabal a oa laouen ennañ, hag e oa mezv-kenañ. Hi ne lavaras dezhañ an disterañ tra betek an deiz warlerc'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos