Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 en deiz ma kastizin Israel evit e zisentidigezh. Me a gastizo aoterioù Betel, bruzunet e vo kernioù an aoter hag e kouezhint d'an douar.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 3:14
15 Referencias Cruzadas  

An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiñ, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.


Pa voe echu kement-se, holl re Israel hag en em gave eno a yeas dre gêrioù Juda, hag e torrjont an delwennoù, hag e tiskarjont an Asheraoù, hag e tispennjont an uhellec'hioù hag an aoterioù a oa en holl Juda, Benjamin, Efraim ha Manase, ken na voe holl distrujet. Hag holl vibien Israel a zistroas, pep hini d'e zalc'h, pep hini d'e gêr.


Bremañ kae, ren ar bobl d'al lec'h am eus lavaret. Setu, va ael a yelo dirazout, met d'an deiz ma rin ar c'hastiz, e kastizin warno o fec'hed.


En em astenn a reont e-kichen pep aoter, war zilhad kemeret e kred, hag ec'h evont e ti o doueoù gwin ar re gondaonet.


Kit da Vetel ha pec'hit, da C'hilgal ha pec'hit muioc'h! Degasit hoc'h aberzhoù adalek ar mintin, ha ho teogoù bep tri deiz!


Neuze Amazia aberzhour Betel a gasas da lavarout da Jeroboam roue Israel: Amoz en em sav en da enep e-kreiz ti Israel; ar vro ne c'hell ket gouzañv e holl gomzoù.


Met na gendalc'h ken da brofediñ e Betel, rak santual ar roue eo, ha ti ar roue eo.


Lec'hioù uhel Izaak a vo gwasted, santualioù Israel a vo distrujet, hag e savin a-enep ti Jeroboam gant ar c'hleze.


Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos