Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Amoz 3:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hag e skoin gant an ti-goañv ha gant an ti-hañv, an tiez-olifant a yelo da get, hag e steuzio tiez niverus, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 3:15
10 Referencias Cruzadas  

Diwar-benn nemorant oberoù Akab ha kement a reas, an ti olifant a savas hag an holl gêrioù a savas, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Israel?


Karout a rez ar reizhder hag e kasaez an drougiezh, setu perak, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted!


AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: A-dra-sur e vo lakaet en glac'har an tiez niverus-se, an tiez bras ha kaer-se a vo hep den o chom enno!


Ar roue a oa azezet e ti ar goañv, d'an navet miz e oa, hag un tan bras a oa enaouet en oaled dirazañ.


Kas a rin e Juda un tan a lonko palezioù Jeruzalem.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An enebour a c'hronno ar vro hag a ziskaro da nerzh, ha da balezioù a vo preizhet.


Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.


Rak setu an AOTROU a ro e urzhioù, hag e raio d'an ti bras kouezhañ en e boull ha d'an ti bihan bezañ frailhet.


Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken.


Ehud a dostaas outañ. Azezet e oa ar roue e-unan en e gambr fresk, hag Ehud a lavaras: Ur gomz am eus a-berzh Doue evidout. Ar roue a savas diwar e gador.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos