Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Selaouit ha bezit va zestoù a-enep ti Jakob, eme an Aotrou AOTROU, Doue an armeoù,

Ver Capítulo Copiar




Amoz 3:13
15 Referencias Cruzadas  

An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.


Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.


An AOTROU a gasas en o zouez, evit o lakaat da zistreiñ dezhañ, profeded a destenias a-enep dezho. Met ne fellas ket dezho selaou.


Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!


Disklêriañ a ri va c'homzoù, pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int.


en deiz ma kastizin Israel evit e zisentidigezh. Me a gastizo aoterioù Betel, bruzunet e vo kernioù an aoter hag e kouezhint d'an douar.


Setu perak e harluin ac'hanoc'h en tu all da Zamask, eme an AOTROU, Doue an armeoù eo e anv.


E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.


o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N’en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.


Mar c'hoarvezfe ec'h ankounac'hafes an AOTROU da Zoue ha ma'c'h afes war-lerc'h doueoù all, ma o servijfes ha ma stoufes dirazo, e testan deoc'h hiziv: a-dra-sur e viot kollet!


ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.


Doue, an AOTROU Doue, Doue, an AOTROU Doue a anavez, hag Israel a anavezo, mard eo dre zispac'h ha mard eo evit un torfed a-enep an AOTROU , na zeuio ket eñ d'hor sikour hiziv!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos