Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Ur vag a dremenas ivez evit dougen tiegezh ar roue hag evit ober evel ma plijfe dezhañ. Neuze Shimei mab Gera en em daolas d'an douar dirak ar roue, evel ma tremene ar Jordan.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:18
10 Referencias Cruzadas  

Gantañ e oa mil den eus Benjamin, ha Ziba, servijer eus ti Saül, gant e bemzek mab hag e ugent servijer. Hag e tremenjont ar Jordan a-raok ar roue.


Lavarout a reas d'ar roue: Ra chomo va aotrou hep tamall va direizhder din, hag hep kaout soñj eus ar pezh en deus graet da servijer gant drougiezh, en deiz ma'z ae kuit ar roue va aotrou eus Jeruzalem, ra chomo ar roue hep kemer-se en e galon.


Mefiboshed a respontas d'ar roue: Ra gemero zoken holl, pa'z eo distroet ar roue va aotrou e peoc'h d'e di.


Labourat a ri evitañ an douaroù-se, te ha da vibien ha da servijerien, hag e tastumi ar frouezh anezho, evit m'en devo mab da vestr bara da zebriñ. Ha Mefiboshed mab da vestr a zebro da viken ouzh va zaol. Ziba en doa pemzek mab hag ugent servijer.


Bez' e oa eus ti Saül ur servijer anvet Ziba, a voe galvet da gavout David. Hag ar roue a lavaras dezhañ: Ha te eo Ziba? Hag e respontas: Da servijer!


Ha setu emañ ganit Shimei mab Gera, eus Benjamin, eus Bakurim, a lavaras mallozhioù spontus a-enep din, en deiz ma'z aen da Vahanaim. Met diskenn a reas war arbenn din etrezek ar Jordan, hag e touis dezhañ dre an AOTROU, o lavarout: Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv dre ar c'hleze.


Lavarit da Zoue: Pegen burzhudus eo da oberennoù! En abeg da vraster da nerzh, da enebourien a zeuio da blegañ dirazout.


en un taol e lakafen o enebourien da blegañ, e trofen va dorn a-enep o enebourien.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Daoust hag em eus kroget hiziv da c'houlenn kuzul digant Doue evitañ? Pell diouzhin! Ra ne lakaio ar roue netra war da servijer na war holl di va zad, rak ne ouie da servijer tra ebet a gement-se, na bihan na bras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos