Ur vag a dremenas ivez evit dougen tiegezh ar roue hag evit ober evel ma plijfe dezhañ. Neuze Shimei mab Gera en em daolas d'an douar dirak ar roue, evel ma tremene ar Jordan.
Labourat a ri evitañ an douaroù-se, te ha da vibien ha da servijerien, hag e tastumi ar frouezh anezho, evit m'en devo mab da vestr bara da zebriñ. Ha Mefiboshed mab da vestr a zebro da viken ouzh va zaol. Ziba en doa pemzek mab hag ugent servijer.
Ha setu emañ ganit Shimei mab Gera, eus Benjamin, eus Bakurim, a lavaras mallozhioù spontus a-enep din, en deiz ma'z aen da Vahanaim. Met diskenn a reas war arbenn din etrezek ar Jordan, hag e touis dezhañ dre an AOTROU, o lavarout: Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv dre ar c'hleze.