Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Lavarout a reas d'ar roue: Ra chomo va aotrou hep tamall va direizhder din, hag hep kaout soñj eus ar pezh en deus graet da servijer gant drougiezh, en deiz ma'z ae kuit ar roue va aotrou eus Jeruzalem, ra chomo ar roue hep kemer-se en e galon.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:19
17 Referencias Cruzadas  

He breur Absalom a lavaras dezhi: Daoust hag edo ganit Amnon da vreur? Bremañ va c'hoar, ro peoc'h, da vreur eo. Na garg ket da galon gant kement-mañ. Evel-se e chomas Tamar glac'haret e ti Absalom he breur.


Bremañ eta ra chomo ar roue hep kargañ re e galon gant kement-mañ o lavarout: Holl vibien ar roue a zo marv, rak Amnon hepken a zo marv.


Ur vag a dremenas ivez evit dougen tiegezh ar roue hag evit ober evel ma plijfe dezhañ. Neuze Shimei mab Gera en em daolas d'an douar dirak ar roue, evel ma tremene ar Jordan.


Eürus an den na damall an AOTROU dezhañ direizhder ebet, ha n'eus touell ebet en e spered!


Na'z pez ket soñj eus hon direizhder tremenet, ra hasto da druez dont d'hor c'havout, rak deuet omp gwall ezhommek.


Mar sav ez enep spered an hini a ren, na guita ket da lec'h, rak an douster a ziwall diouzh pec'hedoù bras.


Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.


Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.


Aaron a lavaras da Voizez: Da bediñ a ran, va aotrou, na laka ket warnomp ar pec'hed hon eus graet gant sotoni, ya pec'het hon eus.


o lavarout: Pec’het em eus o troukreiñ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit.


rak Doue a oa e Krist, oc’h adunvaniñ ar bed gantañ, hep kontañ dezho o disentidigezh, hag o lakaat ennomp ar ger a adunvanidigezh.


Daoust hag em eus kroget hiziv da c'houlenn kuzul digant Doue evitañ? Pell diouzhin! Ra ne lakaio ar roue netra war da servijer na war holl di va zad, rak ne ouie da servijer tra ebet a gement-se, na bihan na bras.


Ra ne daolo ket evezh va aotrou ouzh an den drouk-se, ouzh Nabal, rak evel e anv eo, anvet eo Nabal ha sotoni 'zo ennañ. Met me da servijerez, ne'm eus ket gwelet an dud en deus kaset va aotrou.


Neuze Saül a lavaras: Pec'het em eus. Distro va mab David, ra ne rin droug ebet dit, pa'z eo bet prizius va buhez dit hiziv. Setu, graet em eus gant follentez, pec'het kalz-meurbet em eus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos