Pa voe tremenet ar c'hañv, David a gasas d'he c'hemer en e di, hag e voe e wreg, hag e c'hanas dezhañ ur mab. Met ar pezh en doa graet David a zisplijas d'an AOTROU.
Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?
Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.
Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war e dron evel roue evit an AOTROU da Zoue! Dre ma kar da Zoue Israel, evit e lakaat da badout da viken, eo en deus da lakaet warno evel roue, evit ober eeunder ha reizhder.
Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.
Ne vi ken anvet: an hini dilezet, da zouar ne vo ken anvet: an hini gwastet, met anvet e vi: va flijadur enni, ha da zouar: an hini zimezet, rak an AOTROU a lakaio e blijadur ennout, ha da zouar en devo ur pried.
An den-se, Konia, hag e vefe ur pod disprizus ha torret, ul lestr na ro ken a blijadur? Perak ez int taolet, eñ hag e lignez, stlapet en ur vro n'anavezont ket?