Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 15:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Hag ar roue a lavaras da Zadok: Adkas arc'h Doue e kêr. Mar kavan trugarez dirak an AOTROU, va c'haso en-dro, hag e tiskouezo din anezhi gant he chomlec'h.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 15:25
19 Referencias Cruzadas  

Degas a rejont eta arc'h an AOTROU, hag e lakajont anezhi en e lec'h, e-kreiz an deltenn en doa savet David. Ha David a ginnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.


ar roue a lavaras da Natan ar profed: Sell, emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h Doue a zo dindan pallinier.


Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. Laouen on pa lavarer din: Deomp da di an AOTROU!


Abalamour da di an AOTROU hon Doue, e c'houlennin evidout an eurvad.


AOTROU, me a gar chom ez ti, e-lec'h m'emañ da c'hloar o chom.


O Doue hor skoed, gwel ha sell ouzh dremm da Olevad!


Renet ec'h eus dre da drugarez ar bobl-mañ ac'h eus dasprenet. He bleinet ec'h eus gant da nerzh.


Moizez a lavaras d'an AOTROU: Sell, e lavarez din: Laka ar bobl-se da bignat! Ha ne'c'h eus ket roet da anavezout din an hini a dleez kas ganin. Koulskoude ec'h eus lavaret: Da anavezout a ran dre da anv ha kavet ec'h eus trugarez dirak va daoulagad.


Bremañ e pedan ac'hanout, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, gra din anavezout da hentoù; ra anavezin ac'hanout evit ma kavin trugarez dirak da zaoulagad. Evesha ivez penaos ar bobl-mañ eo da bobl.


Lavaret en doa Ezekiaz: Petra a vo da arouez din ma pignin da di an AOTROU?


Profediñ a ri dezho an holl draoù-se: Lavarout a ri: An AOTROU a yudo eus an nec'h, hag a roio da glevout e vouezh eus e chomlec'h santel; yudal a raio a-enep e annezlec'h, leuskel a raio kriadennoù, evel ar re a jaodr er waskerell, a-enep holl dud an douar.


Na fiziit ket e komzoù touellus, en ur lavarout: Amañ eo templ an AOTROU, templ an AOTROU, templ an AOTROU!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos