2 Samuel 15:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 Ar roue a lavaras c'hoazh d'an aberzhour Zadok: Gwelout a rez? Distro e peoc'h e kêr, gant Akimaaz da vab ha Jonatan mab Abiatar, ho taou vab ganeoc'h.
Met mar distroez e kêr, ha ma lavarez da Absalom: Me a zo da servijer, o roue! Servijet em eus da dad abaoe pell, ha bremañ e servijin ac'hanout; neuze e tisc’hri em c'heñver kuzul Akitofel.
Jonatan hag Akimaaz en em zalc'he en En-Rogel, hag ur vatezh a zeuas da lavarout dezho mont da gomz ouzh ar roue David. Rak eno ne c'hellent ket en em ziskouez en ur vont e kêr.
Evel ma komze c'hoazh, setu, Jonatan mab an aberzhour Abiatar a erruas. Adonija a lavaras dezhañ: Deus, rak un den kalonek ez out, degas a rez keloù mat.
Hag ar mevel a lavaras dezhañ: Setu, bez' ez eus en gêr-mañ un den Doue, un den enoret, ha kement a lavar a c'hoarvez. Eomp d'e gavout bremañ, marteze e tesko deomp an hent hon eus da vont gantañ.
Gwechall en Israel, pa'z aed da c'houlennata Doue, e veze lavaret evel-henn: Deuit, eomp da gavout ar gweler; rak an hini a vez anvet hiziv ar profed a veze anvet gwechall ar gweler.