Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 11:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Joab eta, o vezañ eveshaet ouzh kêr, a lakaas Uri el lec'h ma ouie e vefe an dud kadarnañ.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 11:16
13 Referencias Cruzadas  

Ha setu ar pezh a skrivas el lizher: Lakait Uri el lec'h ma vo an emgann en e greñvañ, ha pellait dioutañ, evit ma vo skoet ha ma varvo.


Tud kêr a zeuas er-maez hag a stourmas a-enep Joab, ha kalz a dud a gouezhas e-touez servijerien David. Uri an Hitit a varvas ivez.


Piv en deus lazhet Abimelek mab Jerubbeshed? Ha ne oa ket ur vaouez a daolas warnañ ur maen milin diwar krec'h ar voger, hag e varvas e Tebez? Perak hoc'h eus tostaet ouzh ar voger? Neuze e lavari dezhañ: Da servijer Uri an Hitit a zo marvet ivez.


Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.


A-hend-all, gouzout a rez ar pezh an deus graet din Joab mab Zeruja, ar pezh en deus graet da zaou benn eus arme Israel, da Abner mab Ner ha da Amasa mab Jeter, en deus lazhet o skuilhañ er peoc'h gwad ar brezel, hag o lakaat gwad ar brezel war e c'houriz en doa en-dro d'e zivgroazell ha war ar botoù en doa ouzh e dreid.


Skrivañ a reas dezho un eil lizher da lavarout: Mard oc'h evidon, mar sentit ouzh va mouezh, kemerit pennoù mibien ho mestr ha deuit da'm c'havout warc'hoazh d'an eur-mañ, da Jizreel. Mibien ar roue, dek ha tri-ugent anezho, a oa e ti ar re vras a save anezho.


Ar priñs a selaou ar gaou, hag e holl servijerien a zo drouk.


Efraim a zo gwasket, bec'hiet dre ar varnedigezh, rak aet eo a-youl-gaer war-lerc'h gourc'hemennoù all.


Pêr hag an ebestel a respontas: Ret eo sentiñ ouzh Doue kentoc’h eget ouzh an dud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos