Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 11:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Ha setu ar pezh a skrivas el lizher: Lakait Uri el lec'h ma vo an emgann en e greñvañ, ha pellait dioutañ, evit ma vo skoet ha ma varvo.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 11:15
12 Referencias Cruzadas  

Joab eta, o vezañ eveshaet ouzh kêr, a lakaas Uri el lec'h ma ouie e vefe an dud kadarnañ.


Tud kêr a zeuas er-maez hag a stourmas a-enep Joab, ha kalz a dud a gouezhas e-touez servijerien David. Uri an Hitit a varvas ivez.


Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.


dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.


Ro din en-dro levenez da silvidigezh, ha ra harpo ac'hanon ur spered a youl vat.


va gwalc'h da vat eus va direizhder, ha va glana eus va fec'hed,


Dre ma n'eo ket sevenet buan ar setañs a-enep an oberoù fall, kalon an dud a zo leun a c'hoant d'ober an droug.


Ar galon a zo touellus dreist pep tra, ha fall disfizius. Piv hec'h anavezo?


Kanit d'an AOTROU, meulit an AOTROU, rak dieubet en deus ene ar paour eus dorn ar re fall.


Saül a lavaras da Zavid: Setu e roin dit Merab va merc'h henañ da wreg. Bez din hepken ur paotr kalonek, ha ra brezelioù an AOTROU . Rak Saül a lavare: Ra ne vo ket va dorn warnañ, met ra vo dorn ar Filistined warnañ.


Saül a lavaras: He reiñ a rin dezhañ, evit ma vo evitañ ur pech ha ma vo dorn ar Filistined warnañ. Saül a lavaras eta da Zavid evit an eil gwech: Va mab-kaer e vi hiziv.


Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroù nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veñjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhañ etre daouarn ar Filistined.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos