Piv en deus lazhet Abimelek mab Jerubbeshed? Ha ne oa ket ur vaouez a daolas warnañ ur maen milin diwar krec'h ar voger, hag e varvas e Tebez? Perak hoc'h eus tostaet ouzh ar voger? Neuze e lavari dezhañ: Da servijer Uri an Hitit a zo marvet ivez.
Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.