Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 25:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Nabal a respontas da servijerien David o lavarout: Piv eo David, ha piv eo mab Jese? Niverus eo hiziv ar servijerien a zilez o mistri!

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 25:10
14 Referencias Cruzadas  

Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!


Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.


Met Faraon a lavaras: Piv eo an AOTROU ma sentfen ouzh e vouezh en ur lezel Israel da vont kuit? N'anavezan ket an AOTROU ha ne lezin ket Israel da vont kuit.


Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.


Na lavar ket: A belec'h e teu ma oa gwelloc'h an deizioù tremenet eget ar re a-vremañ? Rak n'eo ket dre furnez en em c'houlennfes kement-se.


ne vo ken anvet jentil an hini diskiant, ne vo ken anvet hael an toueller.


Binvioù an toueller a zo fall; korvigelloù a ijin evit koll gant gevier ar re c'hlac'haret, zoken pa gomz reizh ar paour.


Gaal mab Ebed a lavaras: Piv eo Abimelek ha petra eo Sichem, evit ma servijfemp anezhañ? Ha n'eo ket mab Jerubbaal? Ha n'eo ket Zebul e gargad? Servijit tud Hamor tad Sichem, met perak e servijfemp hennezh?


Neuze kounnar Saül a entanas a-enep Jonatan, hag e lavaras dezhañ: Mab an drougiezh hag an diroll, daoust ha n'ouzon ket mat ec'h eus dibabet mab Jese, evit da vezh hag evit mezh da vamm?


An holl re a oa diaes en o aferoù, an holl re o doa dleoù, hag an holl re a oa c'hwerv o c'halon, en em zastumas gantañ, hag e voe o fenn. Bez' e voe evel-se gantañ war-dro pevar c'hant den.


Tud David a zeuas eta hag a lavaras da Nabal an holl gomzoù-se a-berzh David, hag e chomjont sioul.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos