Dont a reas da gavout tud Sukkod hag e lavaras: Setu Zebak ha Zalmuna, va dismegañset hoc'h eus diwar o fenn o lavarout: Hag emañ dija palv Zebak ha Zalmuna ez torn, evit ma rofemp bara da'z tud skuizhet?
An den-mañ a oa anvet Nabal, hag e wreg a oa anvet Abigail. Ur vaouez a skiant vat e oa, he dremm a oa kaer da welout. Met an den a oa kalet ha drouk en e oberoù. Eus lignez Kaleb e oa.
Ha bremañ em eus klevet e oa an douzerien du-se. Da vêsaerien a zo bet ganeomp, n'o deus bet kudenn ebet ganeomp, ha netra eus ar pezh a oa dezho n'eo bet kollet e-pad an holl amzer ma'z int bet e Karmel.