Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.
Lavarout a reas da Juda: Savomp ar c'hêrioù-mañ, lakaomp en-dro dezho mogerioù, tourioù, dorojoù ha prennoù, ar vro a zo c'hoazh dirazomp, dre ma hon eus klasket an AOTROU hon Doue; e glasket hon eus, ha roet en deus diskuizh deomp a bep tu. Evel-se e savjont hag e rejont berzh.
Goulenn kement-se digant da dud, hag e lavarint dit. Ra gavo eta va zud trugarez dirak da zaoulagad, pa'z omp deuet en un devezh mat. Ro mar plij da'z servijerien ha da'z mab David ar pezh a gavo dindan da zorn.