Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 2:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 E zibabet em eus a-douez holl veuriadoù Israel, evit bezañ va aberzhour, evit kinnig war va aoter, evit lakaat da vogediñ ezañs, evit dougen an efod dirazon, hag em eus roet da di da dad an holl brofoù graet dre an tan eus mibien Israel.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 2:28
26 Referencias Cruzadas  

Neuze e lavaras Natan da Zavid: Te eo an den-se! Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Da olevet em eus da roue war Israel, ha da zieubet em eus eus dorn Saül,


David a zañse a holl nerzh dirak an AOTROU. Gourizet e oa gant un efod lin.


Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.


Setu ar gwiskamantoù a raint: Ur gwisk-bruched, un efod, ur sae, un doneg brodet, un diarenn hag ur gouriz. Ober a raint gwiskamantoù santel da Aaron da vreur ha d'e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien.


Aaron a lakaio da vogediñ eno ezañs a c'hwezh-vat. Bep beure, pa gempenno al lampoù, e lakaio da vogediñ an ezañs.


Pa enaouo Aaron al lampoù etre an daou abardaez, e lakaio ivez anezhañ da vogediñ. Un ezañs peurbadus eo, a vo devet dalc'hmat dirak an AOTROU a rummadoù da rummadoù.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Aaron hag e vibien a zebro ar pezh a vo manet; e zebriñ a raint hep goell, el lec’h santel; war leurenn teltenn an engalv e tebrint.


Ar skoaz dehou a roiot d’an aberzhour, evel prof savet, diwar hoc’h aberzh a drugarekadennoù.


Kement-se eo ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU da vibien Israel da reiñ dezho adalek deiz o oleviadur. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù.


hag a gomzas ouzh Kora hag ouzh e holl strollad o lavarout: Warc'hoazh beure an AOTROU a roio da anavezout ar re a zo dezhañ hag ar re a zo santel, hag e lakaio da dostaat outañ an hini en devo dibabet.


Roet em eus dit an holl brofoù savet e-touez an traoù santel a ginnigo mibien Israel d'an AOTROU, dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Un emglev holen eo ha da viken dirak an AOTROU, evidout hag evit da lignez ganit.


Akija mab Akitub, breur Ikabod mab Fineaz, mab Eli, aberzhour an AOTROU e Silo, a zouge an efod. Ar bobl ne ouie ket e oa aet kuit Jonatan.


Samuel a servije dirak an AOTROU , ar bugel a oa gourizet gant un efod lin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos