1 Samuel 2:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 Un den Doue a zeuas da gavout Eli hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'm boa ket en em ziskuliet da di da dad pa oant en Ejipt e ti Faraon?
Evel-se Salomon a gasas Abiatar kuit, ha ne voe ken aberzhour d'an AOTROU, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa disklêriet an AOTROU e Silo a-enep ti Heli.
Ar wreg a yeas da gomz ouzh he gwaz o lavarout: Un den a Zoue a zo deuet da'm c'havout, e neuz a oa evel neuz un ael a-berzh Doue, spouronus-meurbet. Ne'm eus ket goulennet digantañ a-belec'h e oa, ha n'en deus ket roet din da c'houzout e anv,
an AOTROU a gasas ur profed da gavout mibien Israel; eñ lavaras dezho: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Ho lakaet em eus da bignat er-maez eus an Ejipt, tennet em eus ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh,
Tremen a reas eta dre venez Efraim, hag e tremenas dre vro Shalisha, ha n'o c'havjont ket. Goude e tremenjont dre vro Shaalim, ha ne oant ket eno. Hag e tremenjont dre vro Benjamin, ha n'o c'havjont ket.
Hag ar mevel a lavaras dezhañ: Setu, bez' ez eus en gêr-mañ un den Doue, un den enoret, ha kement a lavar a c'hoarvez. Eomp d'e gavout bremañ, marteze e tesko deomp an hent hon eus da vont gantañ.