E dad n'en doa graet rebech ebet dezhañ e-pad e vuhez, o lavarout: Perak e rez evel-se? Ouzhpenn-se e oa kaer da welout, hag e vamm he doa e c'hanet goude Absalom.
Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.
O tud, perak e rit kement-se? N’omp nemet tud dalc’het d’an hevelep poanioù eveldoc’h. Prezeg a reomp deoc’h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m’en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.
Eli a oa gwall gozh, hag e klevas kement holl a rae e vibien da holl Israel, ha penaos e kouskent gant ar maouezed en em zastume ouzh dor teltenn an engalv.