1 Samuel 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
22 Eli a oa gwall gozh, hag e klevas kement holl a rae e vibien da holl Israel, ha penaos e kouskent gant ar maouezed en em zastume ouzh dor teltenn an engalv.
Setu amañ lignez Jakob. Jozef, oadet a seitek vloaz, a vesae al loened gant e vreudeur. Ar bugel a oa e-kichen mibien Bilha ha mibien Zilpa, gwragez e dad. Ha Jozef a zegase d'e dad o c'homzoù fall.
Hec'h aberzhourien o deus torret va lezenn ha disakret va zraoù santel. N'o deus ket graet a ziforc'h etre an dra santel hag an dra voutin, n'o deus ket roet da anavezout etre an dra dic'hlan hag an dra c'hlan, kuzhet o deus o daoulagad diouzh va deizioù sabad, hag on bet disakret en o zouez.
Rak e aliet em eus ez aen da gastizañ e di da viken, en abeg d'an direizhder a anavez, rak e vibien a zo en em lakaet euzhus, hep m'en deus o gourdrouzet.