1 Samuel 17:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
35 Hag ez aen war e lerc'h, e skoen warnañ, hag e tennen an dañvad eus e c'henoù. Ha pa save em enep, e krogen en e javed, e skoen warnañ hag e lazhen anezhañ.
Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Skeiñ a reas war zaou zen eus ar re c'halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.
Va Doue en deus kaset e ael, en deus serret genoù al leoned, ha n'o deus graet poan ebet din, rak on bet kavet didamall dirazañ. Ha dirazout ivez, o roue, ne'm eus graet droug ebet.
Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoù al leon div c'har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur ballenn eus Damask.
Da servijer en deus lazhet hag al leon hag an arzh, hag ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, a vo evel unan anezho, rak dismegañset en deus armeoù an Doue bev.