1 Samuel 14:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
39 rak an AOTROU a zo bev, eñ hag a zieub Israel; pa vefe graet kement-se gant va mab Jonatan zoken, a-dra-sur e varvo! Eus an holl bobl, den ne respontas dezhañ.
Pep tra en em gav ingal gant an holl: an hevelep darvoud d'an den reizh ha d'an den fall, d'an den mat ha glan ha d'an hini dic'hlan, d'an den a ro aberzhoù ha d'an hini na ro ket; bez' emañ eus an den mat evel eus ar pec'her, eus an den a dou evel eus an hini en deus aon da douiñ.
An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet.
Neuze e lavaras da holl Israel: En em lakait ouzh un tu, ha me gant Jonatan va mab a vo ouzh egile. Ar bobl a respontas da Saül: Gra ar pezh a gavi mat.
Rak e-keit ha ma vevo mab Jese war an douar, ne vi biken divrall, na te na da rouantelezh. Bremañ eta kas d'e gerc'hat ha degas-eñ din, rak din eo a varv.