1 Samuel 14:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
40 Neuze e lavaras da holl Israel: En em lakait ouzh un tu, ha me gant Jonatan va mab a vo ouzh egile. Ar bobl a respontas da Saül: Gra ar pezh a gavi mat.
Elkana he gwaz a lavaras dezhi: Gra ar pezh a gavez mat, chom ken na'z po e zizonet. Ra seveno an AOTROU e gomz! Evel-se ar wreg a chomas hag a vagas he mab ken n'he doe e zizonet.
Saül a lavaras: Diskennomp war-lerc'h ar Filistined e-pad an noz, hag o diwiskimp betek sklêrijenn ar beure, ha ne lezimp ket unan da venel. Hag e lavarjont: Gra kement a gavi mat. Met an aberzhour a lavaras: Tostaomp amañ ouzh Doue.
rak an AOTROU a zo bev, eñ hag a zieub Israel; pa vefe graet kement-se gant va mab Jonatan zoken, a-dra-sur e varvo! Eus an holl bobl, den ne respontas dezhañ.